Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 19:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 He zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he‐unan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez’ en deus un anv a zo bet skrivet ha den n’anavez anezhañ nemet e-unan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:12
25 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Livirit da verc’h Sion: Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.


Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re‐man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel‐domp‐ni.


E‐pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur.


dreist pep gouarnamant, peb otorite, pep galloud, pep mestr, ha dreist peb hano a heller da henvel, nann hep‐ken er bed‐man, mes ive er bed da zond.


Mes gwelet a reomp curunet a c’hloar hag a henor ar Jesus‐se, pehini, dre ar maro hen deuz gouzanvet, a zo bet great eun tammic izelloc’h eged an elez, evit ma teuje, dre c’hras Doue, da zouffr ar maro evit an holl.


He ben hag he vleo a oa gwenn, evel gloan gwenn, evel an erc’h, hag he zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan;


Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;


Hag e veliz o sevel euz ar mor eul loen pehini hen doa seiz pen ha deg corn, ha var he gerniel deg curunen, ha var he bennou eun hano a vlasphem.


Ha var he vantel, ha var he vorzed, hen doa an hano‐man scrivet: roue ar rouane hag aotrou an aotronez.


An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez.


Hogen, sellet a riz, hag e veliz eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein a oa eur warec ganthan, hag e oe roet dezhan eur gurunen, hag ez eaz evel unan custum da drec’hi, hag o vond da c’hounid ar victor.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos