Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Mar d’euz unan‐benag hag a gas d’ar gaptivite, ez ai he‐unan d’ar gaptivite; mar d’euz unan‐benag hag a laz gant ar c’hleze, e ranko he‐unan beza lazet gant ar c’hleze; aman ema patianted ha feiz ar zent.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c’hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c’hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:10
29 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka anevez da gleze en he blas; rag ar re holl a gemero ar c’hleze a berisso dre ar c’hleze.


rag diouz ar varn ma varnit e veot barnet; ha diouz ar muzur ma vuzurit e vezo muzuret deoc’h.


Gounezit hoc’h eneou gant ho patianted.


o veza krenveet en pep doare hervez he c’halloud glorius, evit kaout pep patianted, hag hir‐c’houzanvedigez gant joa;


evit na deuot ket da veza diegus, mes ma teuot da imita ar re pere dre ar feiz hag ar batianted a zo heritourien euz ar promessaou.


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Ar boblou a zo droug enhe; mes da goler a zo deuet, hag ive an amzer da varn ar re varo, ha da rei recompans d’az servicherien ar brofeted, ha d’ar zent, ha d’ar re ho deuz doujans evit da hano, bihan ha braz, ha da goll ar re a goll an douar.


Setu aman patianted ar zent, setu aman ar re a vir gourc’hemenou Doue, ha feiz Jesus.


Abalamour m’ho deuz skulliet goad ar zent hag ar brofeted, ec’h euz roet dezhe goad da eva, hag her meritout a reont.


Hag al loen a oa, ha n’eo mui, a zo he‐unan eun eizved roue; euz ar seiz eo, ha mond a ra da goll.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu‐all d’az re genta.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.


Dalc’h sonj‐mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos