Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Hag e veliz o sevel euz ar mor eul loen pehini hen doa seiz pen ha deg corn, ha var he gerniel deg curunen, ha var he bennou eun hano a vlasphem.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En em zalc’his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:1
21 Referencias Cruzadas  

Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo.


Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;


Neuze e veliz eul loen all o sevel euz an douar, hag hen doa daou gorn henvel ouz re eun oan, hag al loen‐ze a gomze evel eun aerouant.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


Hag e oe roet dezhan ar galloud da rei buez da imach al loen, evit ma teuje imach al loen da gomz, hag e lekeaz laza ar re holl ne adorent ket imach al loen.


Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer‐ze, ha telennou Doue ganthe.


Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals‐profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered.


Hag an deg corn ec’h euz gwelet var al loen, ho devezo kassoni ouz ar c’hast; glac’hari a raint anezhi, lakaad a raint anezhi en noaz hag e tebrint he c’hig, hag e tevint anezhi en tan.


Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn.


Ha var he zal e oa scrivet eun hano: Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar.


Hag e veliz al loen, ha rouane an douar hag ho armeou, en em dastumet assambles evit ober brezel d’an hini a oa var ar marc’h, ha d’he arme.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos