Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 10:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 10:6
14 Referencias Cruzadas  

bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.


Ragse en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Malheur deoc’h‐hu pere a choum var an douar ha var ar mor; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’houzout penaos eo arru ber he amzer.


Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare: Erruet eo an taol.


Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.


ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:


Dign oud, Aotrou da receo ar gloar, hag an henor hag ar galloud; rag te ec’h euz crouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint, hag ez int bet crouet.


Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken,


Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur‐leuniet an nivereuz ho c’hen‐zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos