Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 8:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 8:19
27 Iomraidhean Croise  

D'an navet bloaz eus e ren, d'an dekvet miz, d'an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont tosennoù en-dro dezhi.


D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, ha dek den gantañ, a zeuas hag a skoas d'ar marv war C'hedalia, hag e lazhjont ivez ar Yuzevien hag ar Galdeiz a oa gantañ e Mizpa.


E pep proviñs hag e pep kêr, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.


evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.


AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!


Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask ar peoc'h hag heuilh anezhañ.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.


Te eta a yelo hag a lenno er roll ec'h eus skrivet diouzh va genoù, komzoù an AOTROU ouzh divskouarn ar bobl, e-barzh ti an AOTROU da zeiz ar yun. O lenn a ri ouzh divskouarn holl re Juda a vo deuet eus o c'hêrioù.


D'an unnekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'ar pevare miz, d'an navet deiz eus ar miz, un toull-freuz a voe graet da gêr.


D'an navet bloaz eus e ren, d'an dekvet miz, d'an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont tosennoù en-dro dezhi.


na brest ket gant kampi, na gemer ket en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, a zistro e zorn diouzh an direizhder, a varn gant wirionez etre un den hag unan all,


D'an navet bloaz, d'an dekvet miz, d'an dekvet deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:


hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoù hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelañ d'ar pempvet miz, ha yunañ, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioù?


Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?


Setu an traoù a zleit ober: Komzit hervez ar wirionez pep hini d'e nesañ, barnit en ho torioù gant gwirionez ha reizhder evit ar peoc'h.


Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:


Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan