Evel ma em eus eveshaet warno evit tennañ, evit diskar, evit pilat, evit distrujañ hag evit noazout, evel-se ec'h eveshain warno evit sevel hag evit plantañ, eme an AOTROU.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma em eus graet d'an holl zroug bras-se dont war ar bobl-mañ, evel-se e rin dont warno d'an holl vad a brometan dezho.
Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!