Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoù n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezañ ur glac'har.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 7:14
35 Iomraidhean Croise  

evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.


Ra vint evel ar velc'hwedenn a ya kuit hag a deuz, hep gwelout an heol, evel kollad ur wreg.


Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.


Diougan diwar-benn gouelec'h ar mor. Pa dremen arnev ar c'hreisteiz, e teu eus ar gouelec'h, eus ur vro spontus.


E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.


Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.


Mêsaerien e-leizh o deus gwasted va gwinienn, mac'het o deus va lodenn gant o zreid, lakaet o deus va lodenn gaer da vezañ ur gouelec'h glac'haret.


Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.


Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.


Neuze ar pennoù a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec'h e viot.


Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv.


Setu, e tegasin a-enep deoc'h ur vroad eus a-bell, ti Israel, eme an AOTROU. Ur vroad c'halloudus eo, ur vroad kozh, ur vroad n'anavezi ket he yezh ha na glevi ket ar pezh a lavaro.


d'an trede bloaz warn-ugent eus Nebukadnezar, Nebuzaradan penn ar warded a harluas seizh kant pemp Yuzev ha daou-ugent. An holl dud-se a voe eta pevar mil c'hwec'h kant.


hag e lavari da bobl ar vro: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn tud Jeruzalem ha douar Israel: Debriñ a raint o bara gant enkrez hag evañ a raint o dour gant spont, rak e vo diwisket ar vro eus he leunder, en abeg da feulster an holl re a zo o chom enni.


Da stlabezañ a rin e-touez ar broadoù, da strewiñ a rin e meur a vro, hag e tilamin da saotradur diouzhit.


Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.


Hag eus unan anezho e teuas ur c'horn bihan a greskas kalz etrezek ar c'hreisteiz, etrezek ar sav-heol, hag etrezek ar c'hloar.


Va Doue o zaolo pell dioutañ, rak n'o deus ket e selaouet. Hag e kantreint e-touez ar broadoù.


An tan a zebr dirazo, hag ar flamm a lonk war o lerc'h. A-raok dezho e oa ar vro ul liorzh Eden, ha war o lerc'h eo ur gouelec'h spontus. Ha n'eus netra hag a c'hellfe tec'hout diganto.


kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù.


hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.


Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc'hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.


An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha bras e nerzh, met ne laka ket da zidamall an hini kablus. An AOTROU a gerzh en arnev hag er gorventenn, ar c'hoabr a zo poultr e dreid.


Toullañ a rez gant da zaredoù penn ar vrezelourien en em daol evel ur barrad-avel evit hor stlabezañ, hag en em laouena evel evit lonkañ ar reuzeudig en o c'hev.


Kaset em eus da netra broadoù, o zourioù a zo distrujet, gwastet em eus o straedoù, kement ken na dremen den enno. O c'hêrioù a zo gwastet, diboblet ken n'eus annezad enno.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:


An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.


Ur bobl na'z po ket anavezet a zebro frouezh da zouar, da holl labour, ha ne vi bepred nemet heskinet ha mac'het.


An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,


An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.


An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan