Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.
hag ec'h olevi anezho evel ma ez po olevet o zad, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. O oleviadur a roio dezho da vezañ aberzhourien da viken, a rummadoù da rummadoù.
Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?
Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoù arem, hag e vruzuni pobloù niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioù da Aotrou an holl zouar.
Eñ a savo templ an AOTROU, eñ a zougo ar c'hloar, eñ a azezo hag a reno war e dron, hag e vo aberzhour war e dron, hag etrezo o-daou e vo graet un unvaniezh a beoc'h.
En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.
ha kerkent ha m'o devo lakaet sol o zreid an aberzhourien a zoug arc'h emglev an AOTROU , Aotrou an douar holl, e doureier ar Jordan, doureier ar Jordan a vo rannet, an doureier a ziskenn eus krec'h a chomo a-sav en ur bern.
Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?
An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.