Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 14:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 14:9
35 Iomraidhean Croise  

Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


An holl vroadoù ac'h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,


An AOTROU a ren. Ra drido an douar gant levenez, ra laouenaio an inizi niverus!


Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.


evit ma perc'hennint an nemorant eus Edom hag an holl bobloù m'eo bet galvet va anv warno, eme an AOTROU a ra kement-se.


Dieuberien a bigno war venez Sion evit barn menez Ezaü, hag ar rouantelezh a vo d'an AOTROU.


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


Rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh gloar an AOTROU, evel strad ar mor gant an doureier en golo.


Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Selaou, Israel! An AOTROU hon Doue a zo an AOTROU hepken.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan