Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 14:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 En deiz-se e c'hoarvezo ma vo doureier a vuhez o tont eus Jeruzalem, un hanter etrezek mor ar sav-heol, hag an hanter all etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vo evel-se en hañv hag er goañv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 14:8
18 Iomraidhean Croise  

ur feunteun a liorzhoù, ur puñs a zour bev, gwazhioù-dour eus al Liban.


Al lec'h sec'h a vo troet en ul lenn, an douar disec'h e mammennoù-dour; en toulloù ma oa an aourgon o chom enno e vo ur park a gorz hag a vroen.


N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.


An AOTROU a reno ac'hanout dalc'hmat, e walc'h a roio da'z ene er sec'hded, reiñ a raio nerzh da'z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier.


Pellaat a rin diouzhoc'h enebour an hanternoz, hag e kasin anezhañ kuit d'ur vro sec'h ha glac'haret, e rakward etrezek mor ar sav-heol, hag e ward-adreñv etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vreinadurezh a savo, hag e flaer a savo, rak en deus graet traoù bras.


En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.


Meur a vroad a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.


An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan