Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 14:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hennezh a vo un deiz dibar, anavezet gant an AOTROU. Ne vo na deiz na noz, met d'abardaez e vo sklêrijenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 14:7
26 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a anavez deizioù an dud eeun, hag o hêrezh a bado da viken.


Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel foñs ar mor gant an doureier en golo.


Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.


Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.


Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.


mar digorez da ene d'an naoneg, mar leuniez an ene glac'haret, neuze da sklêrijenn a savo e-kreiz an deñvalijenn, ha da deñvalijenn a vo evel ar c'hreisteiz.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.


Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.


Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n’o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken.


Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n’o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.


Eñ a lavaras dezho: N’eo ket roet deoc’h anavezout an amzerioù pe ar c’houlzioù en deus merket an Tad en e c’halloud e-unan.


E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer.


Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c’horre an douar, o vezañ didermenet an amzervezhioù hag harzoù o chomlec’hioù,


abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.


gouzout mat a rit hoc’h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.


Ar gêr n’he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.


He dorojoù ne vint ket serret bemdez, rak ne vo ket a noz eno.


Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.


Ne vo ken a noz, n’o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklêrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklêrijenno. Int a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan