Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 En deiz-se e c'hoarvezo na vo ket a sklêrijenn, met ar gouloù prizius a dec'ho.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 14:6
24 Iomraidhean Croise  

Ar sklêrijenn a sav en deñvalijenn evit an den eeun; truezus eo, trugarezus ha reizh.


Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.


Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Sellout a ran ouzh an douar, ha setu emañ dizoare ha goullo, ouzh an neñvoù, n'eus ken a sklerijenn.


Pa steuzin ac'hanout, e c'holoin an neñvoù hag e teñvalain o stered, goleiñ a rin an heol a goumoul hag al loar ne roio ken e sklêrijenn.


Abalamour dit, e teñvalain an holl c'houlaouennoù a sklêrijenn an neñvoù, hag e skuilhin an deñvalijenn war da vro, eme an Aotrou AOTROU.


Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.


devezh a deñvalijenn hag hep gouloù, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioù, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.


Burzhudoù a rin en neñvoù ha war an douar, gwad, tan ha peulioù a voged.


An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n’he deus ket he degemeret.


Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.


Met kement-mañ eo ar pezh a zo bet lavaret gant ar profed Joel:


Burzhudoù a ziskouezin d’an nec’h en neñv, ha mirakloù d’an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.


o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.


Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan