Zakaria 14:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned5 Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit. Faic an caibideil |
Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.