Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ha setu amañ ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant an holl bobloù o devo brezelet a-enep Jeruzalem: Lakaat a raio o c'hig da vreinañ e-pad ma vint en o sav war o zreid, o daoulagad a vreino en o zoulloù, hag o zeod a vreino en o genoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 14:12
34 Iomraidhean Croise  

ha te az po kleñvedoù, dre boanioù ez pouzelloù, betek ma teuio er-maez da vouzelloù en abeg d'ar c'hleñved a gresko a zeiz da zeiz.


E groc'hen a vo debret a-dammoù, ar c'hentañ-ganet eus ar marv a zebro e dammoù.


Piv a anavez nerzh da gounnar ha da vuanegezh, hervez an doujañs a zo dleet dit?


setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;


Ma ne’m selaouit ket en desped da-se, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù,


Mar kerzhit a-enep din ha ma ne fell ket deoc’h va selaou, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech muioc’h hervez ho pec’hedoù,


e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e skoin warnoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.


e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.


kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoù peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.


En deiz-se e c'hoarvezo ma klaskin distrujañ an holl vroadoù a zeuio a-enep Jeruzalem.


An hevelep gouli a vo war ar c'hezeg, war ar muled, war ar c'hañvaled, war an ezen, ha war an holl loened a zo er c'hampoù-se, ur gouli heñvel ouzh egile.


Ha ma ne bign ket tiegezh an Ejipt, ma ne zeu ket, ne vo ket glav evitañ, hag e kouezho ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant ar broadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù.


An AOTROU a yelo er-maez hag a stourmo a-enep ar broadoù-se, evel p’en deus stourmet da zeiz an emgann.


hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.


Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n’en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.


An AOTROU a stago ar vosenn ouzhit, betek m'he devo kuzumet ac'hanout a-ziwar c'horre ar vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ.


An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.


an AOTROU a lakaio da zont goulioù estonus warnout ha goulioù war da lignez, goulioù bras ha kendalc'hus, kleñvedoù fall ha padus.


An dek korn ac’h eus gwelet d’al loen a gasaio ar c’hast, he glac’haro, he diwisko, a zebro he c’hig hag he c’haso da netra gant an tan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan