Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 14:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 14:10
28 Iomraidhean Croise  

Neuze ar roue Asa a reas embann dre Juda a-bezh m'o defe gwitibunan da gas ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ar roue Asa e savas ganto Geba e Benjamin ha Mizpa.


Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Goude e teuas da Jeruzalem hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.


Hag o c'hêriadennoù a voe: Etam, Ain, Rimmon, Token, Ashan, pemp kêr anezho,


Da vibien Merari, ar re a vane, e voe roet eus meuriad Zabulon, Rimmono gant he fabourzioù, Tabor gant he fabourzioù,


Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Kas a reas anezhañ da Jeruzalem, hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.


Ozia a savas tourioù e Jeruzalem, war zor ar C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreñvaas anezho.


ha dreist dor Efraim, dreist an nor Gozh, dreist dor ar Pesked ha tour Hananeel ha tour Mea, betek dor an Deñved, evit chom a-sav e-tal dor an Toull-bac'h.


Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.


tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.


Pashur a skoas war ar profed Jeremiaz hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h a oa en dor uhelañ Benjamin, e ti an AOTROU.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.


Met pa voe ouzh dor Benjamin, en em gavas eno ur pennc'hedour anvet Jirija, mab Shelemia mab Hanania, a grogas er profed Jeremiaz o lavarout: Te a dremen d'ar Galdeiz!


Ebed-Melek, un Etiopad, spazhad e ti ar roue, a glevas o doa lakaet Jeremiaz er puñs. Ar roue a oa azezet ouzh dor Benjamin.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.


En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.


hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.


Lebaod, Shilhim, Ain, Rimon. An holl gêrioù: nav warn-ugent, gant o c'hêriadennoù.


diwar veuriad Benjamin, Gabaon gant he douaroù, Geba gant he douaroù,


Skrapat a rejont war an hent pemp mil den eus ar re o doa distroet evit tec'hout etrezek ar gouelec'h, war-zu roc'h Rimmon, ha redek a rejont war o lerc'h betek Gideom, hag e lazhjont daou vil den anezho.


Hag e voe c'hwec'h kant den eus ar re o doa distroet evit tec'hout etrezek ar gouelec'h, war-zu roc'h Rimmon, a chomas e roc'h Rimmon e-pad pevar miz.


An holl vodadenn a gasas da gomz ouzh mibien Benjamin a oa e roc'h Rimmon, hag e voe kinniget dezho ar peoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan