Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ho tadoù, pelec'h emaint? Hag ar brofeded-se, ha bevañ a reont bepred?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 1:5
16 Iomraidhean Croise  

Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!


Hag Elizea a varvas hag e voe sebeliet. Er bloaz war-lerc'h, bagadoù Moab a zeuas er vro.


Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.


Ur rumm a dremen, unan all a zeu, met an douar a chom dalc'hmat.


pa'z po aon rak ar pezh a zo uhel, pa vi spontet en ur gerzhout, pa vleunio an alamandezenn, pa zeuio pouezus ar c'hilhog-raden, ha pa vanko an naon, dre ma yelo an den etrezek e di peurbadus, hag e raio al leñverien tro ar straedoù.


a-raok ma tistroio ar poultr d'an douar evel ma oa bet, hag ar spered da Zoue en deus e roet.


Kemer ur roll all, ha skriv warnañ an holl gomzoù kentañ a oa er roll kentañ en deus devet Jojakim roue Juda.


Hon tadoù o deus pec'het ha n'emaint ken, ha ni hon eus douget o direizhder.


Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.


Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Samuel a varvas, hag holl Israel en em zastumas hag a ouelas dezhañ, hag e voe sebeliet en e di e Rama. Ha David a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Paran.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan