Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Hag e lavaris: Petra a zeu d'ober ar re-mañ? Hag e respontas o lavarout: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, ken na grede den sevel e benn, hag ar re-mañ a zo deuet d'o spontañ, da ziskar kerniel ar broadoù o deus savet o c'horn a-enep bro Juda evit he stlabezañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 1:21
6 Iomraidhean Croise  

Ha me a zisklêrio an traoù-se da viken. Me a gano da Zoue Jakob.


O Doue, na chom ket sioul! Na vez ket bouzar ha na chom ket en diskuizh, o Doue!


An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.


Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.


Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan