Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Zakaria 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Hag an AOTROU a respontas komzoù mat, komzoù frealzus, d'an ael a gomze ouzhin.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Zakaria 1:13
14 Iomraidhean Croise  

Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keñver, evit ober deoc'h distreiñ d'al lec'h-mañ.


Unan anezho a lavaras d'an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr: Pegoulz e vo echu ar burzhudoù-se?


Lavarout a ris: Va Aotrou, piv int? Hag an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Mont a ran da ziskouez dit petra eo an traoù-se.


Goude-se an ael a gomze ouzhin a zistroas davedon hag am dihunas, evel un den a zo dihunet eus e gousked,


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan