Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Titus 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 evit, o veza justifiet dre he c’hras, ma vijemp great, hervez hon esperans, heritourien euz ar vuez eternel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Titus 3:7
25 Iomraidhean Croise  

Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.


Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?


Hogen mar d-eo dre c’hras, n’eo mui dre an oberoù, anez ar c’hras ne vije mui ur c’hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n’eo mui ur c’hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.


ha ma’z int reishaet evit netra dre e c’hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist,


Dre-se eta e lavaromp ez eo reishaet an den dre ar feiz, hep oberoù al lezenn.


Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,


Hogen, gopr an hini a labour n’eo ket kontet dezhañ evel ur c’hras met evel un dra dleet,


Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.


Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.


Dre-se n’out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist.


Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d’an holl dud,


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa.


Dre-se Doue, o c’hoantaat diskouez gwelloc’h c’hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le,


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


En hevelep doare, ezhec’h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc’h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc’h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc’h harz ebet ouzh ho pedennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan