Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Titus 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 ha na ve kavet abec e‐bed enhi, evit ma vezo confontet an enebourien, dre n’ho devezo droug e‐bed da lavaret divar ho pen.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Titus 2:8
15 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaris: Ar pezh a rit n'eo ket mat. Ha ne fell ket deoc'h kerzhout e doujañs hon Doue, kentoc'h eget bezañ dismegañset dre ar broadoù hon enebourien?


Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.


Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ.


Unan eus ar skribed o c’hlevas o riotal. O welout en doa respontet mat dezho, e tostaas hag e c’houlennas digantañ: Pehini eo ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù?


Ar skrib a lavaras dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec’h eus gant gwirionez n’eus nemet un Doue ha n’eus hini all ebet nemetañ,


Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N’out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.


Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.


Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m’en devo mezh.


Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,


Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n’en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,


Ra zesko hor re ivez d’ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan