Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Titus 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 ha diski a ra deomp e tleomp dilezel an impiete ha dezirou ar bed, ha beva, er vuez‐man, en demperans er justis, hag er biete;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Titus 2:12
59 Iomraidhean Croise  

evit ma virjent e reolennoù, ha ma heuilhjent e lezennoù. Meulit an AOTROU!


Mibien an dud, betek pegoulz e vo lakaet va gloar en dismegañs? Betek pegoulz e karot ar fouge, hag e klaskot ar gaou?  Ehan


Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.


Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont.


Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


er santelezh hag er reizhder, dirazañ, e-pad holl zeizioù hor buhez.


Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon.


O vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?


Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.


Ra ne reno eta ket ar pec’hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc’hoantoù.


Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc’h eus roet hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc’h izili bremañ da sklavourien d’ar reizhder evit ar santeladur.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.


a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d’en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,


Rak Doue n’en deus ket hor galvet d’an dic’hlanded met d’ar santelezh.


E keñver ar garantez etre breudeur, n’hoc’h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc’h, rak hoc’h-unan hoc’h eus desket digant Doue karout an eil egile,


Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c’hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.


Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.


rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ,


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,


Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.


An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m’en deus kerzhet eñ e-unan.


Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Amañ emañ pasianted ar sent, amañ emañ ar re a vir gourc’hemennoù Doue ha feiz Jezuz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan