Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jud 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hogen Mikael an arc’hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c’hourdrouzo an Aotrou ac’hanout!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Hogen, Mikeal, an arc’heal, pa zispute gant an diaoul divarben corf Moises, na gredaz ket rei eur setans a valloz; mes lavaret a reaz: Ra zeui an Aotrou da repren ac’hanoud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jud 1:9
16 Iomraidhean Croise  

David a yeas er-maez war arbenn dezho hag a gemeras ar gomz o lavarout: Mard oc'h deuet e peoc'h etrezek ennon, evit va skoazellañ, va c'halon a vo unanet ganeoc'h, met mard eo evit va zouellañ evit mad va enebourien, pa n'on kablus eus feulster ebet, ra vo gwelet ha dinac'het kement-se gant Doue hon tadoù.


Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl.


Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.


Koulskoude disklêriañ a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N'eus den hag en em zalc'hfe ganin en traoù-se, nemet Mikael ho penn.


En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.


An AOTROU a lavaras da Satan: Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, Satan! Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, eñ hag en deus dibabet Jeruzalem.! Hemañ, ha n'eo ket un etev tennet eus an tan?


Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh,


Hag e sebelias anezhañ en un draonienn e bro Voab, a-dal da Vet-Peor. Ha den n'en deus anavezet e vez betek hiziv.


Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d’un arouez roet, da vouezh an arc’hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;


hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.


e-lec’h an aeled, petra bennak ma’z int brasoc’h e nerzh hag e galloud, ne zougont ket ur varnedigezh a zismegañs en o enep dirak an Aotrou.


Un emgann a c’hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan