Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jud 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Evel Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou divar dro, pere a oa en em roet d’ar memeus impurete evelthe, ha da bec’hejou enep an natur, a zervich da exempl, o c’houzanv ar boan euz a eun tan eternel;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jud 1:7
27 Iomraidhean Croise  

Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU.


An AOTROU a lavaras: Ar c'hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec'hed a zo bras-meurbet.


O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.


Diwar-benn nemorant oberoù Jozafad, e gurioù a reas hag e vrezelioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.


Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?


Ra vo an den-se evel ar c'hêrioù en deus an AOTROU distrujet hep kaout keuz, ra glevo ar c'hlemmvan da vintin hag ar youc'h brezel da greisteiz.


Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.


Direizhder merc'h va fobl a zo brasoc'h eget pec'hed Sodom, a voe diskaret en un taol, hep na vije dorn deuet warni.


Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.


Diskaret em eus hiniennoù en ho touez, evel ma tiskaras Doue Sodom ha Gomora, hag ez oc'h bet evel un etev tennet eus an tan. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Vro-Sodom eget dit.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


met en deiz ma’z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.


Ha n’ouzoc’h ket penaos an dud direizh n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc’h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,


evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho.


mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c’hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d’ar re a vevfe e dizoujañs-Doue,


Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan