Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jud 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e‐kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho‐unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jud 1:6
12 Iomraidhean Croise  

Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.


met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkañ an enebourien.


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec’h ereas anezhañ evit mil bloavezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan