Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jud 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Tud int ha ne reont nemed murmuri, hag en em glem bepred, pere a gerz hervez ho c’hoantou diroll; ho genou a gomz gant ourgouil, ha dre interest e reont stad euz an dud a galite.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jud 1:16
38 Iomraidhean Croise  

Ne rin van eus diavaez an dud, ha ne loavin den ebet.


Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.


grozmolat a rejont en o deltennoù, ne selaoujont ket mouezh an AOTROU.


an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c'haou,


Serriñ a reont o c'halonoù kaledet, o genoù a gomz gant rogentez.


Goapaerien int hag e komzont gant drougiezh eus gwaskerezh. Komz a reont gant rogentez.


N'eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud, rak evit un tamm bara un den a rafe an droug.


Ar re a oa dianket o spered a zeuio da vezañ skiantek, ar re a grozmole a zesko ar gelennadurezh.


Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.


An dud en doa kaset Moizez evit spiañ ar vro, hag a oa distroet hag o doa graet d'ar vodadenn grozmolat a-enep dezhañ, o reiñ un danevell fall diwar-benn ar vro,


Evit-se, te ha da holl strollad oc'h en em zastumet a-enep an AOTROU! Piv eo Aaron ma c'hrozmolit en e enep?


An deiz war-lerc'h, holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag Aaron o lavarout: Lakaet hoc'h eus pobl an AOTROU d'ar marv!


Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.


O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ.


O skribed hag o farizianed a c’hrozmolas hag a lavaras d’e ziskibien: Perak e tebrit hag ec’h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?


Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.


Met Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?


Na c’hrozmolit ket evel ma c’hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Grozmolet hoc'h eus en ho teltennoù o lavarout: Dre ma kasae an AOTROU ac'hanomp eo en deus hol lakaet da vont kuit eus bro Ejipt, evit hol lezel etre daouarn an Amoreaned d'hon distrujañ.


Grit pep tra hep grozmolat na tabutal,


hep en em reiñ d’un droukc’hoant fall evel ma ra ar baganed n’anavezont ket Doue,


an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.


Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,


hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec’hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec’herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ.


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan