Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jud 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc’h oc’h en em vagañ o-unan hep dalc’hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc’h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h; ar re‐ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel; gwez erruet da fin an diskar‐amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jud 1:12
35 Iomraidhean Croise  

me a ziframmo ac'hanoc'h eus va bro am eus roet deoc'h, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag e rin dezhañ bezañ ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


e wrizioù a luzi war vernioù mein, mont a ra dre frailh ar voger,


Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat.


Rak falc'het e vint prest evel ar geot, goeñviñ a raint evel ar geot glas.


Un den o fougeal e gaou eus e vadelezh, a zo evel ar c'houmoul hag an avel hep glav.


Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag e raio berzh? An erer kentañ, ha ne ziframmo ket he gwrizioù, ha na droc'ho ket he frouezh evit ma tisec'hint? Holl zelioù e skourroù a zisec'ho, ha ne vo ket ezhomm eus ur vrec'h nerzhus nag eus kalz a dud evit he distagañ diouzh he gwrizioù.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ar vêsaerien-se, hag ec'h adc'houlennin va deñved digant o daouarn, hag e harzin outo a beuriñ an deñved, ha n'en em beurint ken o-unan. Hag e tieubin va deñved eus o genoù, ha ne vint ken ur boued evito.


Ha re nebeut eo evidoc'h peuriñ ur beurvan vat, evit ma vac'hit dindan ho treid an nemorant eus ho peurvan? Hag evañ doureier sklaer, evit ma saotrit gant ho treid an nemorant?


Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, dre ma'z eo roet va deñved d'ar skrapadeg, hag ez int deuet ur preizh da holl loened ar parkeier, dre vank a vêsaerien, dre ma n'o deus ket klasket va mêsaerien va deñved, met o deus en em beuret o-unan va mêsaerien e-lec'h lakaat va deñved da beuriñ,


Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.


Mar deu ar gouli adarre ha mar dispuilh en ti goude ma oa bet tennet ar vein, goude ma oa bet raklet an ti ha goude ma oa bet induet,


met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec’has.


Eñ a respontas: Pep plantenn n’eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.


met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec’has.


Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ,


Bez’ e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.


Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.


Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek, ha pa voe savet, e sec’has rak n’he doa ket a c’hlebor.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Met an hini a vev er plijadurioù a zo marv, daoust ma’z eo bev.


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan