Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jud 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Malheur dezhe! rag heulliet ho deuz hent Caïn; rag en em roet int d’ar pez hen deuz dallet Balaam, ar garantez direiz euz an arc’hant; hag en em gollet int dre eur revolt henvel ouz hini Core.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jud 1:11
21 Iomraidhean Croise  

An aberzhour Uri a reas kement en doa gourc'hemennet ar roue dezhañ.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.


Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n'o deus ket gwelet tra ebet.


Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.


Gwalleur d'ar mêsaer dizellezek, a zilez an tropell! Ra gouezho ar c'hleze war e vrec'h ha war e lagad dehou! Ra zisec'ho e vrec'h, ha ra vo dall-mik e lagad dehou!


Setu, int eo ar re o deus roet lec'h da vibien Israel, diouzh komzoù Balaam, d'ober un torfed a-enep an AOTROU en afer Peor, ar pezh a dennas ur gouli war vodadenn an AOTROU.


Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.


peogwir n'int ket deuet a-raok deoc'h war an hent, gant bara ha dour, pa zeuec'h eus an Ejipt, ha dre ma lakajont da zont evit arc'hant, a-enep dit, Balaam mab Peor eus Petor e Mezopotamia, evit da villigañ.


Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.


O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,


ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan