Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jakes 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Breudeur, gortozit eta gant patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jakes 5:7
32 Iomraidhean Croise  

Ne lavaront ket en o c'halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eñ hag a ro glav ar c'hentañ hag an diwezhañ amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioù merket evit an eost.


Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhañ amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.


Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.


Me a lavar deoc’h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?


Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.


Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.


Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.


Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n’en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.


Rak evidomp, dre ar Spered, e c’hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder.


N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.


me a roio d'ho pro e koulz ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer, hag e tastumi da winizh, da win ha da eoul,


kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,


o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.


Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c’hurunenn a c’hloar? Ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?


ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.


Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.


Hoc’h aour hag hoc’h arc’hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc’h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc’h eus un teñzor en deizioù diwezhañ.


hag a lavaro: Pelec’h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma’z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan