Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jakes 5:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Breudeur, mar pella unan bennak ac’hanoc’h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d’e zegas enni,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Breudeur, mar deu unan‐benag, ac’hanoc’h da bellaad euz ar wirionez, ha mar deu unan‐benag d’hen distrei,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jakes 5:19
21 Iomraidhean Croise  

Disteurel a rez kuit ar re a bella diouzh da reolennoù, rak o zouellerezh a zo ur gaou didalvez.


Gourdrouz a rez ar re lorc'hus milliget, a bella eus da c'hourc'hemennoù.


Paouez, va mab, da selaou un deskadurezh a c'hellfe da zistreiñ diouzh gerioù an anaoudegezh.


Va fobl a zo gwasket gant bugale, ha gwragez a ren warno. Va fobl, da renerien a ziheñch ac'hanout, hag e reont dit koll an hent a zlefes heuliañ.


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glañv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.


Mar en deus pec’het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac’hanout, ez po gounezet da vreur.


Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.


Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.


Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.


hiniennoù o vezañ hec’h anzavet a zo en em zistroet diouzh ar feiz. Ar c’hras ra vo ganit! Amen.


a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù.


Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.


Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.


ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec’her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.


Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan