Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jakes 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Evit ar pez a zell ar furnez euz an env, da genta ez eo pur, ha neuze sioul, moderet, gouzoud a ra plega, leun eo a drugarez hag a frouez mad, douget evit an eil kerkoulz hag evit egile, hag heb hipocrizi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jakes 3:17
63 Iomraidhean Croise  

setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.


Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.


Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?


Ra roio hepken an AOTROU dit furnez ha skiant, ha ra lakaio ac'hanout da ren war Israel, en ur virout lezenn an AOTROU da Zoue.


Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.


Met pelec'h e vo kavet ar furnez? Pelec'h emañ ar poell o chom?


Doue a anavez e hent, eñ a oar pelec'h emañ o chom.


Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.


Moizez a c'halvas Bezaleel, Oholiab hag an holl dud skiantek en doa lakaet an AOTROU ijin en o c'halon, ar re holl a lakae o c'halon anezho da dostaat evit ober al labour,


Rak an AOTROU a ro ar furnez, eus e c'henoù e teu an anaoudegezh hag ar meiz.


Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.


Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Doue a roas d'ar pevar den yaouank-mañ gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre.


Ha me ivez em eus ho lakaet da vezañ disprizus ha displet d'an holl bobl, dre ma ne virit ket va hentoù, ha ma sellit ouzh diavaez an dud pa jubennit al lezenn.


Azezet e vo, o teuziñ hag o c'hlanaat an arc'hant. Glanaat a raio mibien Levi, hag o furaio evel ma vez graet gant an aour hag an arc'hant, hag e kinnigint d'an AOTROU ur brofadenn hervez ar reizhder.


Evel-se c’hwi ivez, en diavaez en em ziskouezit reizh d’an dud, met en diabarzh oc’h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.


Eürus ar re o deus ur galon glan, rak Doue a welint!


Eürus ar re a zegas ar peoc’h, rak bugale Doue e vint galvet!


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ivez ho Tad trugarezus.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou.


Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.


Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc’h, bezit e peoc’h gant an holl dud.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc’h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d’en em aliañ an eil egile.


Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered,


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,


Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n’he deus ket degaset ennoc’h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c’hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc’h eus e pep keñver ez oc’h glan en afer-se.


Hogen an hini a ro an had d’an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder


rak frouezh ar Spered en em zalc’h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,


Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.


Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask,


Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.


ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc’h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.


Gwir eo penaos pep kastiz n’en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc’hius a reizhder d’ar re a zo bet evel-se kelennet.


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac’hanoc’h ha n’och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall?


Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


Servijerien, bezit sentus ouzh ho mistri e pep doujañs, nann hepken ouzh ar re a zo mat ha dous, met ivez ouzh ar re a zo diaes.


Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.


Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan