Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jakes 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 N’e ket honnes eo ar furnez a zisken euz an env, mes beza ez eo eur furnez euz an douar, euz ar c’hig hag a‐berz an diaoul.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jakes 3:15
30 Iomraidhean Croise  

Amnon en doa ur mignon anvet Jonadab mab Shimea, breur David. Ha Jonodab a oa ur paotr fin bras.


Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.


En amzer-se ur c'huzul roet gant Akitofel a oa ken prizius ha ma vije ur c'huzul a-berzh Doue. Evel-se e oa talvoudegezh kuzulioù Akitofel, ken evit David, ken evit Absalom.


Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.


Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.


Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?


Oc’h en em lavarout fur, deuet int da vezañ sot


Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus,


Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.


Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.


Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Emziskouez an hini fallakr-se a c’hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoù ha burzhudoù faos,


Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d’o c’horf ha n’emañ ket ar Spered ganto.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Met e lavaran deoc’h-c’hwi, d’ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n’en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec’h all ebet warnoc’h,


Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan