Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




S. Jakes 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Mes, O den ven! ha te a fell d’id gouzout penaos ar feiz heb an oberou a zo maro?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




S. Jakes 2:20
16 Iomraidhean Croise  

An hini a labour e zouar en devo e walc'h a vara, met an hini a heuilh ar re zidalvez a zo dibourvez a skiant.


Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoù ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc'h mogidelloù, evit dont da vezañ moged?


rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.


Dre-se eta e lavaromp ez eo reishaet an den dre ar feiz, hep oberoù al lezenn.


Met kentoc’h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d’an hini en deus graet anezhañ: Perak ec’h eus va graet evel-se?


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


Hiniennoù o vezañ distroet a gement-se, a zo en em gollet e prezegoù didalvez;


Bez’ ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc’hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien.


Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.


Evel-se emañ ivez gant ar feiz, ma n’eus ket an oberoù marv eo enni hec’h-unan.


Evel ma’z eo marv ar c’horf hep ar spered, evel-se eo marv ar feiz hep an oberoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan