Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sofonia 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Lezel a rin ez kreiz ur bobl izel ha dinerzh, a lakaio he fiziañs en anv an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sofonia 3:12
24 Iomraidhean Croise  

Ha bremañ, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklêrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.


An AOTROU a sikour anezho hag o dieub, o dieubiñ a ra eus ar re zrouk hag e savete anezho, rak o deus lakaet o fiziañs ennañ.


Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.


Ha petra a vo respontet d'ar re zegaset eus ar vroad-se? Penaos eo an AOTROU en deus diazezet Sion, hag enni re c'hlac'haret e bobl o devo o repu.


Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


Benniget eo an den a fiz en AOTROU, hag ez eo an AOTROU e fiziañs.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.


Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.


Touzañ a raint bro Asiria gant ar c'hleze, ha bro Nimrod en e zorojoù. Dieubiñ a raio ac'hanomp eus an Asiriad, pa zeuio en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hon harzoù.


An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.


Torret e voe en deiz-se, hag evel-se ar re baourañ eus an tropell, ar re a sellas ouzhin, a anavezas e oa komz an AOTROU.


Ha lakaat a ris da beuriñ an deñved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourañ eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deñved da beuriñ.


ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


hag ar broadoù a espero en e anv.


Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!


Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan