Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Salmoù 81:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Kanit ar ganaouenn, lakait da zasseniñ an daboulinig, an delenn dudius hag al lourenn!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Levr ar Psalmou 1873 (Williams)

3 Sonit gand ar c’hom-boud enn deiz al loar nevez, enn amzer choaset, deiz ar gouel braz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Salmoù 81:3
23 Iomraidhean Croise  

Eñ a lavaras: Perak e fell dit mont d'e gavout hiziv? N'eus nag al loar nevez nag ar sabad. Hi a respontas: Mont a ra!


David a lavaras da bennoù al Levited dibab o breudeur, ar ganerien, gant o binvioù, lourennoù, telennoù ha simbalennoù, evit seniñ hag ober klevout o mouezhioù gant levenez.


Ar ganerien Haman, Azaf hag Etan o doa simbalennoù arem a lakaent da seniñ.


Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoù dirak arc'h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc'h.


ganto e oa Heman ha Jedutun, gant trompilhoù ha simbalennoù evit ar re a lakae anezho da seniñ, ha gant binvioù evit Doue; mibien Jedutun a oa porzhierien.


An aberzhourien Benaja ha Jakaziel a sone dalc'hmat gant trompilhoù dirak arc'h emglev Doue.


David ha pennoù an arme a lakaas a-du, evit ar servij, a-douez mibien Azaf, Heman ha Jedutun, ar re a oa profeded gant telennoù, gant lourennoù ha gant simbalennoù. Ha setu niver an dud implijet evit ar servij-se, hervez o c'harg:


Setu, Doue hag e aberzhourien a zo ganeomp, en hor penn, hag o deus ganto an trompilhoù tregernus, evit tregerniñ a-enep deoc'h. Mibien Israel, na stourmit ket a-enep an AOTROU, Doue ho tadoù, rak ne reot ket berzh.


Re Juda a sellas eta, ha setu, o doa an emgann en a-raok hag en a-dreñv. Hag e krijont d'an AOTROU, hag an aberzhourien a sonas an trompilhoù.


Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.


ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù,


Hag e kinnige bemdez ar pezh a oa bet gourc'hemennet gant Moizez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù meur, teir gwech ar bloaz: gouel ar bara hep goell, gouel ar sizhunioù, gouel al logelloù.


Ra veulint e anv gant dañsoù, ra ganint dezhañ ouzh son an taboulin hag an delenn!


Meulit an AOTROU gant an delenn. Kanit dezhañ kanaouennoù war al lourenn a zek kordenn.


Gant ar c'herniel ha son ar shofaroù, laoskit kriadennoù a levenez dirak ar Roue, an AOTROU!


Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec'h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.


Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.


ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniñ ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, pe en ho kouelioù, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan,


E penn-kentañ ho mizioù, e kinnigot ul loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,


E-pad seizh devezh e ri ar gouel d'an AOTROU da Zoue el lec'h dibabet gant an AOTROU, rak an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout ez holl eostoù hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vi leun a levenez.


Ra ne varno eta den ac’hanoc’h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan