Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Salmoù 69:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Sankañ a ran en ur fankigell don, e-lec'h ma kollan sont. Aet on e donder an doureier hag an tonnoù o deus va goloet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Levr ar Psalmou 1873 (Williams)

3 Skuizet ounn o krial, ha va gouzoug a zo deut seac’h: va daoulagad a zo squi-zet, endra ma c’hor-tozann va Doué.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Salmoù 69:3
18 Iomraidhean Croise  

Met daoulagad ar re zrouk a vo kuzumet, pep tec'h a vo kollet evito, rentañ o ene a vo o esperañs.


Va dremm a zo koeñvet gant an daeroù, emañ skeud ar marv war va malvennoù,


Va daoulagad a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh ha ger da reizhder.


Va daoulagad a bulluc'h war-lerc'h da c'her, hag e lavaran: Pegoulz e frealzi ac'hanon?


Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon.


Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet, o pellaat diouzh va dieubidigezh ha diouzh komzoù va garm?


Ra viro an onestiz hag ar reizhder ac'hanon, rak emaon en gortoz ac'hanout!


Ya, an den a gerzh evel ur skeudenn. Ya, en aner eo e fiñv, daspugn a ra, ha ne oar ket piv a zastumo.


Va zennet en deus eus poull an distruj, eus an toull fankek. Lakaet en deus va zreid war ar roc'h, startaet en deus va c'hammedoù.


Rak er marv n'eus soñj ebet ac'hanout. Piv a veulo ac'hanout e lec'h ar marv?


An dismegañs he deus rannet va c'halon, hag e hirvoudan. Gortozet em eus truez met en aner, frealzerien met n'em eus ket kavet.


Va lakaet ec'h eus er poull izelañ, el lec'hioù teñval, en donderioù.


Grozmolat a raen evel ar wennili, huanadiñ a raen evel ar goulm, va daoulagad a zo aet skuizh o sellout ouzh an nec'h. AOTROU, bec'hiet on, bez va surentez.


Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c'hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c'houli merc'h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.


Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.


Da vibien ha da verc'hed a vo roet d'ur bobl all, da zaoulagad a welo kement-se hag a guzumo war o lerc'h bemdez, ha da zorn a vo dinerzh.


Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan