Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Salmoù 127:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Levr ar Psalmou 1873 (Williams)

3 Setu, ar vugalé a zo tra ann Aotrou: ha frouez ar kov a zo he c’hobr.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Salmoù 127:3
22 Iomraidhean Croise  

Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.


Bennigañ a rejont Rebeka hag e lavarjont: O hor c'hoar, bez mamm da viliadoù a zekviliadoù ha ra zalc'ho da lignez dor hec'h enebourien.


Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras: Piv ac'h eus aze? Respont a reas: Ar vugale en deus roet Doue da'z servijer.


Adam a anavezas Eva e wreg. Houmañ a zeuas brazez hag a c'hanas Kain, hag e lavaras: Un den am eus bet gant sikour an AOTROU.


Lavarout a reas din: Setu amañ, e lakain ac'hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ hag e rin ac'hanout un engroez a vroadoù, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h evit ma vo dezhi da viken.


ar c'hwec'hvet a voe Jitream, eus Egla gwreg David. Ar re-se a voe ganet da Zavid en Hebron.


Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.


Mibien Ulam a voe brezelourien galonek o tennañ ar wareg; hag o doe kalz a vibien hag a vibien-vihan: kant hanter-kant. An holl re-se a voe mibien Benjamin.


Seizh mab ha teir merc'h a oa bet ganet dezhañ.


Gant o gwareg e tiskaront ar re yaouank, bez' e vint didruez ouzh frouezh ar c'horf, o lagad n'esperno ket ar vugale.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


An AOTROU a raio dit kreskiñ e madoù, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, er vro en deus touet an AOTROU da'z tadoù reiñ dit.


Benniget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar ha frouezh da loened, klodadoù da saout ha da zeñved.


Bez' en doe tregont mab, ha tregont merc'h a zimezas er-maez eus e di. Lakaat a reas da zont a-ziavaez tregont merc'h evit e vibien. Barn a reas Israel seizh vloaz.


Evit ar bugel-mañ eo e peden, hag an AOTROU en deus selaouet ouzhin em fedenn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan