Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Salmoù 127:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Levr ar Psalmou 1873 (Williams)

1 Ma na zav ann Aotrou ann ti, enn aner eo labour ar ré a zav anezhan: ma na ziwall ann Aotrou ar gear, enn-aner eo é choum dihun ann hini a ziwall anezhi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Salmoù 127:1
35 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a roas furnez da Salomon, evel m'en doa lavaret dezhañ. Hag e voe peoc'h etre Hiram ha Salomon, hag e rejont emglev.


Taol evezh bremañ, an AOTROU en deus da zibabet evit sevel un ti evel santual. En em galoneka, ha dit da labourat.


David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .


Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c'hourc'hemennoù, da destenioù ha da lezennoù, evit seveniñ an holl draoù-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet.


Kanaouenn ar "Maalod". Kriet em eus d'an AOTROU em estrenvan, hag en deus va selaouet.


Kanaouenn ar "Maalod". Sevel a ran va daoulagad etrezek ar menez, a-belec'h e teuio sikour din.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Laouen on pa lavarer din: Deomp da di an AOTROU!


Kanaouenn ar "Maalod". Sevel a ran va daoulagad etrezek ennout, te hag a zo o chom en neñvoù.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Hep an AOTROU evidomp, ra lavaro Israel,


Kanaouenn ar "Maalod". Ar re a fiz en AOTROU a zo evel Menez Sion, na c'hell ket bezañ brañsellet, hag a bad da viken.


Kanaouenn ar "Maalod". Pa zegasas en-dro an AOTROU sklaved Sion, e oamp evel ar re a ra un huñvre.


Eus Salomon. O Doue, ro da varnedigezhioù d'ar roue, ha da reizhder da vab ar roue!


hag e savas e santual evel al lec'hioù uhel-meurbet, evel an douar en deus diazezet da viken.


Kalon an den a soñj en hec'h hent, met an AOTROU a ren e gammedoù.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.


Ar warded a gavas ac'hanon e-pad ma oant war hent-ged kêr: Ha n'hoc'h eus ket gwelet an hini a gar va ene?


Ar warded a gavas ac'hanon e-pad ma oant war hent-ged kêr. Skeiñ a rejont ac'hanon ha va gloazet o deus. Gwarded ar mogerioù a lamas va gouel diganin.


Me eo an AOTROU, an hini he diwall; me he douro e pep amzer, me he miro noz-deiz, gant aon na vefe graet droug dezhi.


An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.


Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h soñj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,


Savit ur banniel a-enep mogerioù Babilon, kreñvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioù! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.


Ur reder a redo en arbenn d'unan all, hag ur c'hannad en arbenn d'unan all, da gemenn da roue Babilon ez eo tapet e gêr a bep tu,


Ma n’eo ket Krist adsavet a varv, hor prezegerezh a zo eta aner hag ho feiz a zo aner ivez.


evel-se an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ.


Aon am eus evidoc’h ne’m befe labouret en aner en ho keñver.


Az pez soñj eus an AOTROU da Zoue, rak eñ eo a roio dit an nerzh da brenañ madoù, evit kadarnaat an emglev en deus touet da'z tadoù, evel m'emañ hiziv.


Hag e voe lavaret da roue Jeriko: Setu, tud a zo deuet en noz-mañ a-douez mibien Israel, evit spiañ ar vro.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan