Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 7:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Evel‐se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a‐douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 7:4
35 Iomraidhean Croise  

Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.


Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas d’an diskibien o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.


Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c’hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.


E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.


An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.


Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.


C’hwi ivez eta, en em sellit evel marv d’ar pec’hed evit mat, met bev evit Doue e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.


N’eo ket! Marv omp d’ar pec’hed, penaos e c’hellfemp bevañ c’hoazh ennañ?


Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.


Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec’h ozhac’h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec’h ozhac’h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n’eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all.


Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d’ar pezh a oamp dalc’het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?


Rak me a zo gwarizius ac’hanoc’h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac’hanoc’h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc’hez c’hlan.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


Mar d-oc’h renet gant ar Spered, n’oc’h ket didan al lezenn.


o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


N’eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh.


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d’en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,


a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.


diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioù a damalle ac’hanomp, en deus o c’haset da netra o stagañ anezho ouzh ar groaz,


Mar d-oc’h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec’hier ac’hanoc’h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec’h c’hoazh er bed:


Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.


Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan