Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 A-boan ma varvfed evit un den reizh. Marteze e kredfe unan bennak mervel evit un den mat.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Rag, dies e vefe kavoud eun den contant da vervel en plas eun den just; marteze c’hoas e rafe unan‐benag kement‐se evit eun den mad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 5:7
11 Iomraidhean Croise  

Ar gedour a lavaras: Seblantout a ra din, o welout an hini kentañ o redek, e red evel Akimaaz mab Zadok. Ar roue a lavaras: Un den mat eo, dont a ra gant keloù mat.


Met ar bobl a lavaras dezhañ: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremañ eta e vefe gwelloc'h dit bezañ e kêr evit hor skoazellañ.


Eürus an den a zo truezus hag a brest, seven a ra e oberoù hervez ar reizhder!


Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Den n’en deus brasoc’h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.


Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou.


lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n’eo ket me hepken a drugareka anezho, met c’hoazh holl Ilizoù ar baganed.


Rak pa oamp c’hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue.


Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.


E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan