Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Mes, a lavarfot‐hu, mar d’euz eur rebenag ha n’ho deuz ket credet, daoust hag ho incredulite a rento di‐c’hallout ar fidelite a Zoue?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 3:3
19 Iomraidhean Croise  

O tremen dre draonienn an Daeroù, e reont diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoù.


evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c’hras.


Met n’o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d’ar pezh hon eus prezeget?


rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus.


N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel,


Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


mar d-omp difeal, e chom feal, ne c’hell ket en em nac’h e-unan.


Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.


An hini hag a zo nerzh Israel ne c'haouiado ket ha n'en devo ket keuz, rak n'eo ket un den evit kaout keuz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan