Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Ha na gemerit ket skouer var ar bed‐man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 12:2
61 Iomraidhean Croise  

Ha bremañ anzavit ho pec'hed d'an AOTROU, Doue ho tadoù, ha grit e youl. En em zispartiit diouzh pobloù ar vro ha diouzh ar gwragez estren.


Pegen dous eo da c'her da'm staon, dousoc'h eget ar mel da'm genoù!


Setu perak e kavan reizh da holl gemennadurioù, hag e kasaan pep hent gaouiat.


AOTROU, huanadiñ a ran war-lerc'h da silvidigezh, da lezenn a zo va flijadur.


Lezenn da c'henoù a zo priziusoc'h din eget milieroù a bezhioù aour hag arc'hant.


Pegement e karan da lezenn! Komz a ran diwarni a-hed an deiz.


Ael an AOTROU a gamp en-dro d'ar re a zouj anezhañ, hag e tieub anezho.


Va laka da glevout al levenez hag ar joa, ma laouenaio an eskern ac'h eus bruzunet.


Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.


Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?


Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.


An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.


met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c’hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.


Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon.


Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.


Roet em eus dezho da c’her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.


Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.


Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.


Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.


Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc’hemenn a zo santel, reizh ha mat.


Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d’ar pec’hed.


Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh,


Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.


a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,


ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,


hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.


Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.


Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,


hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,


en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.


o c’houzout penaos n’eo ket dre draoù breinus, evel arc’hant pe aour, oc’h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,


peogwir hoc’h eus tañvaet ez eo mat an Aotrou,


evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.


Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.


Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.


Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac’hanoc’h.


Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan