Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 12:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 En em laouenait en esperañs. Bezit habask er glac’har. Kendalc’hit er bedenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 12:12
71 Iomraidhean Croise  

Tra ma karan, en em reont va enebourien, ha me ne ran nemet pediñ.


Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoù.


D'ar mestr-kaner; salm David.


E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar. Va roc'h nerzhus, va skoazell a zo e Doue.


Al levenez eo esperañs ar re reizh, met gortoz ar re zrouk a yelo da netra.


An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.


en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc’h.


Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.


Derc’hel a reot hoc’h eneoù dre ho kouzañvusted sioul.


Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.


Ar re-se holl a gendalc’he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.


Pêr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoù da Zoue evitañ.


Kenderc’hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.


Met evidomp-ni, e kendalc’himp d’en em reiñ d’ar bedenn ha da servij ar Ger.


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


Met ma’c’h esperomp ar pezh na welomp ket, ez omp ouzh henn gortoz gant pasianted.


Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.


Teir gwech em eus pedet an Aotrou d’e bellaat diouzhin,


A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc’h an hevelep traoù, hag evidoc’h kement-se eo ho surentez.


En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.


kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,


Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Kendalc’hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoù.


o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.


Met ni pa’z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.


en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizoù Doue, abalamour d’ho pasianted ha d’ho feiz en hoc’h holl heskinoù hag er c’hlac’haroù a c’houzañvit,


Ra zeuio an Aotrou da ren ho kalonoù da garantez Doue ha da basianted Krist.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


Evidout, heuliet ec’h eus va deskadurezh, va c’hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c’harantez, va dalc’husted,


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.


Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc’h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,


Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.


Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,


evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.


Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted.


Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.


Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


gant ar c’houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue,


Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c’hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c’hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan