Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Petra a lavar eta? Ar ger a zo tost dit, en da c’henoù hag en da galon. Setu aze ar ger a feiz a brezegomp:

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Petra eta a lavar‐hi? Ar ger a zo tost d’id, en da c’henou hag en da galon. Setu eno ger ar feiz a brezegomp.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 10:8
14 Iomraidhean Croise  

Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.


An holl brofeded a ro testeni diwar e benn, penaos, dre e anv, piv bennak a gred ennañ a resev ar pardon eus e bec’hedoù.


Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh.


Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue.


Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?


An hini eta a ro deoc’h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?


evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc’hadenn en dour gant ar ger,


Met ar gomz a zo tost dit, ez kenoù hag ez kalon, evit ma c'helli ober dioutañ.


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.


met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc’h en Aviel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan