Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 10:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Rag Moises a scriv evel‐hen divarben ar justis a zeu euz al lezen: An den a rai an traou‐man, a vevo dreizhe.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 10:5
11 Iomraidhean Croise  

O douget ec'h eus da zont en-dro da'z lezenn, met kendalc'het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c'hourc'hemennoù, ha pec'het o deus a-enep da varnedigezhioù, a laka da vevañ an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreñv, reudet o gouzoug, ha n'o deus ket selaouet.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Roet em eus dezho va reolennoù ha diskouezet va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.


Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.


Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.


Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù; an den a gerzho enno a vevo drezo. Me eo an AOTROU.


Hag eo en em gavet penaos ar gourc’hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv.


Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo.


Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan