Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Romaned 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc’h ar wirionez en direizhder,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Rag coler Doue en em ziskouez euz an env a‐enep holl impiete hag injustis an dud, pere dre fallentez a stourm ouz ar wirionez,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Romaned 1:18
19 Iomraidhean Croise  

Pellaat a ri eus pep komz gaouiat, ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den reizh, rak me ne reishain ket an den fall.


rak ar pezh a c’heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho.


Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.


ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.


Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c’helli tec’hout diouzh barnedigezh Doue?


Petra eta? Ha gwelloc’h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec’hed,


Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.


Rak pa oamp c’hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue.


O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc’h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.


rak abalamour d’an traoù-se e teu kounnar Doue war vibien an disentidigezh.


ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n’o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezañ salvet.


Bremañ gouzout a rit petra a harz outañ, evit ma n’en em ziskouezo nemet en e amzer.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan