Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,
Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.
Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.
Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.
Na vezit ket evel ho tadoù, a zo bet galvet gant ar brofeded kentañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit diouzh hoc'h hentoù fall ha diouzh ho kwall oberoù. Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket taolet evezh ouzhin, eme an AOTROU.
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed?
Pa ez po mibien ha mibien-vihan, ha pa ho po chomet pell er vro, mar en em vreinit en ur ober ur skeudenn gizellet pe un taolennadur bennak, oc'h ober an droug dirak daoulagad an AOTROU da Zoue evit e fuloriñ,