A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.
Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.
Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.