Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 9:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 9:15
38 Iomraidhean Croise  

Dilezel a reas tabernakl Silo, an deltenn en doa savet e-touez an dud.


da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.


Petra e teufe va c'haret-mat d'ober em zi? An engroez-mañ n'emañ ket ennañ, nemet evit ober traoù fall. Hag e vo lamet a-zirazout ar c'hig santel. Pa rez an droug, e laouenaez!


Va hêrezh a zo bet evidon evel ul leon er goadeg, laosket en deus e griadenn a-enep din, setu perak em eus kasoni en he c'heñver.


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d'hec'h avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziñ, Juda ar c'hanazez n'he deus ket bet aon, hag eo en em roet d'ar gasterezh hi ivez.


Mont a rin etrezek ar re vras da gomz outo, rak int a anavez hent an AOTROU ha barnedigezh o Doue. Met int ivez o deus torret ar yev ha dispennet an ereoù!


He fennoù-bras en he c'hreiz a zo bet heñvel ouzh bleizi o tiframmañ o freizh, en ur skuilhañ gwad ha en ur goll eneoù evit gounidoù direizh.


Evel-se e tizoloas he gastaouerezh hag e tizoloas he noazhder. Hag e tistagas va ene diouti, evel m'en doa distaget va ene diouzh he c'hoar.


Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur verc'h. An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Rukama, rak ne zalc'hin ken da gaout truez ouzh ti Israel, met o lemel a rin holl.


An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Ammi, rak n'oc'h ket va fobl ha n'on ket deoc'h.


Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.


Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!


Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizañ a rin evit e hentoù, hag e taskorin dezhañ hervez e oberoù.


Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.


Va Doue o zaolo pell dioutañ, rak n'o deus ket e selaouet. Hag e kantreint e-touez ar broadoù.


Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.


me a zistrujo hoc’h uhellec’hioù hag e tiskarin ho peulioù, hag e lakain ho korfoù marv war gorfoù marv hoc’h idoloù, ha va ene en devo euzh ouzhoc’h.


Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!


Setu perak e harluin ac'hanoc'h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoù eo e anv.


Na glaskit ket Betel, n'it ket da C'hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.


He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.


Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet


O vezañ klevet kement-se, ez ejont mintin mat en templ hag e kelennjont ennañ. Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ a zeuas, a zastumas ar sanedrin hag holl guzul henaourien mibien Israel hag a gasas da glask an ebestel d’ar prizon.


Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal.


Mont a rae bep bloaz d'ober tro Betel, Gilgal ha Mizpa, hag e varne Israel en holl lec'hioù-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan