Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 9:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Dre holl ma sellan etrezek Tir, Efraim a oa plantet en ul lec'h kaer. Met Efraim a gaso e vibien d'an hini o lazho.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 9:13
13 Iomraidhean Croise  

Neuze Menahem a skoas war Difsak ha war an holl re a oa gantañ, ha war e vro adalek Tirza. Dre ma n'he doa ket digoret he dorioù dezhañ, e skoas warni. Ha faoutañ a reas o c'hofoù d'hec'h holl zougerezed.


Mar en deus liesaet e vibien, ez eo evit ar c'hleze. E ziskennidi n'o devo ket o gwalc'h a vara.


Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim.


Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.


A bep tu ec'h eus galvet warnon ar spontoù evel d'un deiz gouel. Da zeiz kounnar an AOTROU den n'en deus tec'het na bevet. Ar re am boa mailhuret ha desavet, an enebour en deus o lonket.


ha lavar da Dir: Te, hag a zo o chom war vord ar mor, hag a ra kenwerzh gant ar pobloù eus inizi niverus, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Tir, lavaret ec'h eus: Me a zo peurvat a gaerder!


Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


O diaraogin evel un arzhez pa'z eo lamet he re vihan, hag e freuzin krogen o c'halon, hag o lonkin eno evel ul leonez, ha loen ar parkeier o lakaio a-dammoù.


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


Efraim a zo skoet, o gwrizienn a zo disec'het, ne roint ken a frouezh. M'o deus bugale, me a lakaio da vervel frouezh prizius o c'hof.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan