Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 9:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 9:12
23 Iomraidhean Croise  

Setu perak an AOTROU en deus bet ur gounnar vras a-enep Israel, hag en deus o zaolet kuit a-zirak e zremm. N'eo manet nemet meuriad Juda.


betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.


Mar en deus liesaet e vibien, ez eo evit ar c'hleze. E ziskennidi n'o devo ket o gwalc'h a vara.


O gwentañ a rin gant ur c'hrouer ouzh dorojoù ar vro, o dirannañ a rin eus mibien, va fobl a gasin da goll, rak ne zistroont ket diwar o hentoù.


Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.


Sell, AOTROU, gwel da biv ec'h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?


A bep tu ec'h eus galvet warnon ar spontoù evel d'un deiz gouel. Da zeiz kounnar an AOTROU den n'en deus tec'het na bevet. Ar re am boa mailhuret ha desavet, an enebour en deus o lonket.


Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din.


Dre holl ma sellan etrezek Tir, Efraim a oa plantet en ul lec'h kaer. Met Efraim a gaso e vibien d'an hini o lazho.


Efraim a zo skoet, o gwrizienn a zo disec'het, ne roint ken a frouezh. M'o deus bugale, me a lakaio da vervel frouezh prizius o c'hof.


An AOTROU a lamo kuit eus teltennoù Jakob an den a ra kement-se, an hini a zihun, an hini a respont, hag an hini a ginnig ar brofadenn da AOTROU an armeoù.


Hervez niver an deizioù hoc'h eus spiet ar vro, daou-ugent deiz, e tougot poan ho tireizhder e-pad daou-ugent vloaz, ur bloaz evit pep devezh, hag e ouiot petra eo bezañ dioueret ac'hanon.


rak an AOTROU en doa lavaret anezho: A-dra-sur e varvint er gouelec'h ha ne chomo ket unan anezho, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun.


Milliget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar, klodadoù da saout ha da zeñved.


Da vibien ha da verc'hed a vo roet d'ur bobl all, da zaoulagad a welo kement-se hag a guzumo war o lerc'h bemdez, ha da zorn a vo dinerzh.


D'an deiz-se va c'hounnar en em dano a-enep dezho. Me o zilezo hag e kuzhin va dremm. Lonket e vint, hag e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e lavarint en deiz-se: Ha n'eo ket dre ma n'emañ ken hon Doue en hor c'hreiz e c'houzañvomp ar poanioù-mañ?


Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.


Barak a redas war-lerc'h ar c'hirri ha war-lerc'h an arme betek Haroshed-Goim. Holl arme Sisera a gouezhas dindan troc'h ar c'hleze. Ne vanas ket unan anezho.


Spered an AOTROU en em dennas eus Saül, hag ur spered fall a-berzh an AOTROU a drubuilhas anezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan